Leda hag an alarc'h (Leonardo da Vinci)
Leda hag an alarc'h (Wilton) | |
Cesare da Sesto, 1505-1510 | |
eoullivadur war lien | |
96,5 × 73,7 cm | |
Wilton House | |
Salisbury | |
Bro-Saoz | |
Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all[1].
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a daolenn a zo bet livet diwar taolenn pe studioù Leonardo.
Peurvuiañ e weler ur vaouez c'hadalus, an doueez Leda, o vriata un alarc'h, an doue Zeus, hag eñ ur gurunenn aour en e gerc'henn.
E-harz treid Leda emañ ar vioù a vije ganet anezho ar c'hoarezed Elena ha Klitemnestra hag an Dioskured, ar vreudeur Kastor ha Polideukes.
Leda hag an alarc'h (Roma) | |
Cesare da Sesto, 1510-1520 | |
tempera war goad | |
112 × 86 cm | |
Galleria Borghese | |
Roma | |
Italia | |
En taolennoù anavezet ez eus kevredet daou vare disheñvel, hini emgav Leda hag an evn, ha hini diglorañ ar vioù ha ganedigezh ar pevar bugel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Galleria Borghese en Roma emañ an daolenn abaoe 1693. N'ouzer ket gant piv e voe urzhiet avat.
Leda war bennoù he daoulin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giampietrino, Leda hag he bugale (1508 -1513)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cesare da Sesto, Leda hag an alarc'h (1505 - 1515)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pell amzer e voe soñjet e oa diwar zorn Leonardo. Hiziv e soñjer e oa un eillivadur, ha n'eo ket diwar an daolenn orin, met un oberenn all savet diwar ar c'hartoñs graet gant Cesare da Cesto diskibl da Leonardo.
Eillivadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken brudet e oa Leda Leonardo ma voe graet kalz a eillivadurioù anezhi.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez doareoù all eo mibien da Dibdareos eo Kastor ha Polideükes.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Leonardo", Los grandes genios del arte, n.º 17, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-69-2