Leda hag an alarc'h (Leonardo da Vinci)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Leda hag an alarc'h (Wilton)
Leda and the Swan 1505-1510.jpg
Cesare da Sesto, 1505-1510
eoullivadur war lien
96,5 × 73,7 cm
Wilton House
Salisbury
Bro-Saoz

Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all.[1].

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a daolenn a zo bet livet diwar taolenn pe studioù Leonardo.
Peurvuiañ e weler ur vaouez c'hadalus, an doueez Leda, o vriata un alarc'h, an doue Zeus, hag eñ ur gurunenn aour en e gerc'henn.

E-harz treid Leda emañ ar vioù a vije ganet anezho ar c'hoarezed Elena ha Klitemnestra hag an Dioskured, ar vreudeur Kastor ha Polideukes.

Leda hag an alarc'h (Roma)
Leda and the Swan 1510-1515.jpg
Cesare da Sesto, 1510-1520
tempera war goad
112 × 86 cm
Galleria Borghese
Roma
Italia

En taolennoù anavezet ez eus kevredet daou vare disheñvel, hini emgav Leda hag an evn, ha hini diglorañ ar vioù ha ganedigezh ar pevar bugel.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Galleria Borghese en Roma emañ an daolenn abaoe 1693. N'ouzer ket gant piv e voe urzhiet avat.

Leda war bennoù he daoulin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studienn evit ul Leda war bennoù he daoulin gant Leonardo da Vinci

Giampietrino, Leda hag he bugale (1508 -1513)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leda hag he bugale, gant Giampietrino
Leda Spiridon

Cesare da Sesto, Leda hag an alarc'h (1505 - 1515)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pell amzer e voe soñjet e oa diwar zorn Leonardo. Hiziv e soñjer e oa un eillivadur, ha n'eo ket diwar an daolenn orin, met un oberenn all savet diwar ar c'hartoñs graet gant Cesare da Cesto diskibl da Leonardo.

Eillivadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken brudet e oa Leda Leonardo ma voe graet kalz a eillivadurioù anezhi.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez doareoù all eo mibien da Dibdareos eo Kastor ha Polideükes.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Leonardo", Los grandes genios del arte, n.º 17, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-69-2

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galleria Borghese - Gwivan ofisiel