Mont d’an endalc’had

Le Merlerault

Eus Wikipedia
Le Merlerault
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Bro Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Departamant Orne
Arondisamant Mortagne-au-Perche
Kanton Rai
Kod kumun 61275
Kod post 61240
Maer
Amzer gefridi
Martine Gressant
2020-2025
Etrekumuniezh Communauté de communes des Vallées d'Auge et du Merlerault
Lec'hienn web https://www.lemerlerault.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 754 ann. (2022)[1]
Stankter 39 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°42′2″N 0°17′7″E
Uhelderioù bihanañ 184 m — brasañ 321 m
Gorread 19,10 km²

Le Merlerault a oa ur gumun e Normandi, e Bro-C'hall, e kanton Rai, en arondisamant Mortagne-au-Perche hag en departamant Orne.

  • War lez ar stêr Orne emañ Le Merlerault, 37 km er biz da Alençon.
  • Mervel a reas 25 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 1,97% eus he foblañs e 1911[4].
  • D'an 18 a viz Gwengolo 1944 e voe distrujet plasenn an ti-kêr gant tarzhadenn tri sammgarr SUAat leun a vunisionoù. Adsavet eo gwelloc'h eget heñvel. Mervel a reas 22 zen nann-soudard [5]; mervel a reas c'hwec'h den nann-soudard arall abalamour d'ar brezel. Ur Rezistant a varvas en Alamagn e miz Ebrel 1945.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Saint-Martin e bourc'h Le Merlerault, XVvet kantved, luc'hskeudennoù[7] .
  • Dismantroù iliz katolik Saint-Pierre-ès-Liens e Mont-Marcey, XIIvet kantved, luc'hskeudennoù[8] .
  • Porzh-houarn Le Merlerault (1867).
  • Ti-kêr Le Merlerault.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc'hskeudennoù ha kartenn-bost[9],[10].
  • Pierre-René-Léonard Delaunay (1764-1829).
  • François Pouqueville (1770-1838).
  • Louis-Edmond Guitry (1832-1916).
  • Spire Blondel (1836-1900).
  • Paul Levain " Pol Ferjac" (1900-1979).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.