Leukippos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Leükippos)
Mont da : merdeiñ, klask
Gwallidigezh merc'hed Leukippos gant Rubens.

Leukippos (henc'hresianeg : Λεύκιππος / Leúkippos) a oa mab Gorgofone ha Perieres. Pried e oa da Filodike, merc'h an doue-stêr Inac'hos, ha tad e oa da Foibe hag da Hilaeira, hag ivez da Arsinoe, mamm da Asklepios (hervez doareoù zo eus ar vojenn).

Kastor ha Polydeukes a skrapas merc'hed Leukippos, Foibe hag Hilaeira, hag a zimezas ganto. Savet gwarizi en Idas ha Lynkeüs, nized Leukippos, ha lazhet Kastor ganto. Roet e voe an divarvelezh da Bolydeukes gant Zeus, ha da Gastor da-heul war e c'houlenn.

Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]