Lynkeüs an Argonaot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lynkeüs (Λυγκεύς e henc'hresianeg), mab da Afareüs hag Arene, a oa unan eus an Argonaoted ha muntrer Kastor, a-gevret gant e vreur Idas. Gant an daou vreur e voe lazhet Kastor peogwir e oant holl (ha Polydeukes evelto) o klask fred gant Foibe hag Hilaeira, merc'hed Leukippos, a oa ivez eontr da Idas ha Lynkeüs hervez doareoù zo d'ar vojenn.

Lynkeüs an Argonaot a oa bet ivez o chaseal hoc'h-gouez Kalydon. Brud en doa da vezañ lemm e lagad, ken e oa gouest da welout a-dreuz ar gwez, ar mogerioù, ha dindan douar.

Diwar e anv e teu ar ger liñs, anv al loen a zo linx e latin, saozneg, ha galleg, brudet e lagad lemm.