Lazhadeg lise liesteknik Kerch
Ar muntrer gant e fuzuilh-pomp |
Gouzañvidi |
---|
Ksenia Boldina (17 vloaz) |
+ Vladislav Roslyakov (18), ar sponter |
Lazhadeg lise liesteknik Kerch zo ul lazhadeg c'hoarvezet en ur skol, lise liesteknikel Kerch e Krimea, d'ar 17 a viz Here 2018. Tennet e voe war an dud yaouank hag ur vombezenn a darzhas er sal-debriñ. 21 lisead a voe lazhet gant tennoù (ar muntrer en o zouez) ha 70 all a voe gloazet.
Ar muntrer, Vladislav Roslyakov[1], a oa bet lisead el lise-se hag a oa c'hoant gantañ en em veñjiñ. Hervez an enklask diechu e c'hellfe bezañ bet awenet gant lazhadeg lise Columbine e SUA.