Mont d’an endalc’had

Lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2015 e ti Charlie Hebdo

Eus Wikipedia

Lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2015 e ti Charlie Hebdo zo ur gwalldaol graet e Pariz en deiz-se, pa voe lazhet 7 den hag a laboure evit ar gazetenn sizhuniek flemmus Charlie Hebdo. Ar gwalldaol kentañ gougemennet gant Daech e Bro-C'hall eo.

An darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 7 a viz Genver 2015, da war-dro 11 eur 30 veure, e c'hoarvezas ur gwalldaol e burev Charlie Hebdo e-kerzh un emvod kelaouenniñ, tra ma oa nevez embannet niverenn 1177 ar sizhunieg. Daou zen armet, ar vreudeur Kouachi, a yeas e-barzh an ti gant armoù AK-47 hag un RPG[1]. War a seblant e klaskent lazhañ rener ar gelaouenn dreist pep tra. Daouzek den a voe drouklazhet gante, ha pemp a voe gloazet.

Lazhet e voe: Cabu, Charb, Honoré, Tignous, Wolinski, ar bsikanalizerez Elsa Cayat, an armerzhour Bernard Maris, ar poliser Franck Brinsolaro a ziwalle Charb, ar skridreizher Mustapha Ourrad, un den pedet, Michel Renaud, paotr ar c'hempenn Frédéric Boisseau. Ur gward eus ar peoc'h, Ahmed Merabet, a voe lazhet er-maez, er boulevard Richard-Lenoir, gant an daou zen o tec'hel. Unnek den all a voe gloazet, pevar dreist-holl a oa gloazet-fall.

Lazhadeg all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Antronoz e oa bet kendalc'het gant al lazhadegoù e Pariz, pa voe muntret pemp den all gant Amedy Coulibaly, ur c'hamarad d'an daou vreur Kouachi.

War-lerc'h an drouklazherien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Klask a voe war-lerc'h an daou zrouklazher, ha lazhet e voent gant archerien ar GIGN, en un ti-moulañ ma oant repuet, e Dammartin-en-Goële, en hanternoz da Bariz. Lavaret o doa ar wazed ober evit Al-Qaida en ledenez Arabia (AQPA).
  • Lazhet e voe A. Coulibaly ivez er gourmarc'had Hyper Casher, e-kichen « Dor Vincennes ».

Goude an darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel e oa an abegoù embannet gant oberourien an daou walldaol, daoust ma oant liammet rak en em anavezout a raent holl, ha ma oant awenet e oant holl gant ar relijion, an islam[2]

  • En abeg da ludresadennoù eus ar profed Mohammed bet embannet er gazetenn e klaske ar vreudeur Kouachi war-lerc'h Charb, rener Charlie Hebdo, pa'z eo berzet skeudenniñ ar profed hervez lod desterierien eus pelec'h e teu ar ger? ar C'horan[3].
  • Liv an enepyuzevegezh a oa war gwalldaol Coulibaly, pa dagas ur stal-voued kacher.

Da noz e komzas prezidant ar Republik c'hall, François Hollande, er skinwel, da lavarout e oa un dagadeg sponterien a-enep Bro-C'hall, a-enep « ar Republik  », a-enep « an demokratelezh », hag e c'halvas an dud d'ober « an unded vroadel » a-enep ar sponterien hag o gwalldaol ouzh « talvoudoù ar Republik ». Adkemeret e voe ar gerioù-se er skinweloù ha skingomzoù gall a rae anv ivez eus ar stourm ouzh ar « gumuniezhouriezh » hag « an islamouriezh ».

Da-heul e voe manifestadegoù lec'hel aozet gant kevredigezhioù a-leizh, betek « kerzhadeg republikan » ar Sul 11 a viz Genver 2015. War-dro 3,7 milion a dud a voe er straedoù en deiz-se e Bro-C'hall, ha dibunadegoù a voe e broioù all ivez.

Efedoù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad politikerien c'hall o deus lavaret e oa ret difenn talvoudoù ar republik c'hall :

Prosez ar gwalldaolioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 2 a viz Gwengolo 2020 e krog prosez bras gwalldaolioù ar 7 a viz Genver 2015 e Pariz. Prosez ar gendorfedourien eo, rak eo marv ar vuntrerien ar vreudeur Kaouchi hag Amedy Coulibaly, hag ezvezant ar c'hougemennerien eus an aozadur islamek Daech ivez.

  1. Rocket-Propelled Grenade, "Greunadenn Bannet dre Rokedenn (GBR)"
  2. BFM TV (fr)
  3. A-zivout gwalldaolioù Pariz, lennit savboent ar c'hoarier basketball Kareem Abdul-Jabbar er gelaouenn stadunanat Time, vol. 185, n° 2/2015, deiziadet 26/01/2015, p. 15 ; gwelit ivez Time.com (en)