Mont d’an endalc’had

Lasagne (toaz)

Eus Wikipedia
Ur pennad Lasagne zo ivez.
An toaz pa vez troc'het
Lasagne al forno

Al lasagne (liester ar ger italianek benel lasagna)[1], a zo toazennoù a vez graet en Italia, gant bleud ha vioù, troc'het e karrezioù pe hirgarrezioù, da lakaat en ur plad a lakaer er forn. Ur meuz hengounel eo en Emilia, Romagna ha Marche.

Hervez al lezenn italian n'int ket pasta, rak ar pasta (agnolotti, maltagliati, ravioli, spaghetti, tagliatelle, tortellini, etc.), a rank bezañ graet gant greun kalet. Sfoglie a vez lavaret anezhe en Emilia.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Eus al latin poblek *lasania, diawar al latin klasel lasănum "ur pod da fardañ boued", diwar ar gresianeg λαζάνων lasánon "pot troadek", "trebez".