Mont d’an endalc’had

Lasagne al forno

Eus Wikipedia
Ur pennad Lasagne zo ivez.
Ul lazagnenn griz ha lazagn a-dreñv.
Ur pladad lazagn.
Lasagna Napoletana.

Al lasagne al forno, pe lazagn er forn, a zo ur meuz toazennoù, anvet lasagne, gant kig, lipig tomatez ha fourmaj, gwiskad ha gwiskad, an eil war-benn egile, a-orin eus Bologna en Italia.

Dont a ra ar ger italianek lasagna (lasagne el liester) eus ar ger henc'hresianek λάσανα / lásana, hag a dalv kement ha « trebez »[1]. Kemeret e voe an anv gant ar Romaned a rae an anv-se eus ur seurt kaoter, al lasanum. Diwar-se e voe graet an anv eus ul lestr ma veze lakaet al lazagn da boazhat. Bremañ eo an anv roet d'ar meuz.

E Henroma e veze graet lasana pe lasanum meneget el levr De re coquinaria gant Marcus Gavius Apicius.

Doareoù all d'ar meuz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant pinochez

Lasagne a vez graet ivez gant pesked ha legumaj e-lec'h kig. Lazagn glas (lasagne verdi en italianeg) zo toazennoù gant pinochez.

En Venezuela eo anvet pasticho, eus an anv italianek pasticcio di lasagne, un anv all roet d'ar meuz en Italia.