Mont d’an endalc’had

Lanfeust des Étoiles

Eus Wikipedia

Lanfeust des Étoiles zo bannoù-treset. Gant Christophe Arleston eo bet savet ar senario, an tresadennoù gant Didier Tarquin. Eil kelc’hiad troioù-kaer Lanfeust, un deskard gov deus ar blanedenn Troy eo ; Lanfeust de Troy eo anv ar c’helc’hiad kentañ.

Diverradenn an istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c’helc’hiad-mañ e lenner penaos eo Troy ur blanedenn d’ar priñs Dheluu, unan eus ar briñsed marc’hadourion eus Meirrion. Milieroù a vloavezhioù zo ’noa graet ar briñsed marc’hadourion o soñj kas un taol-arnod war dTroy : bodañ tud o galloudoù psi (hudouriezh evel a vez graet deus se gant annezidi Troy) endro d’ur c’hatalizer (ar Magohamoth) evit diorren ar galloudoù-se. Thanos ha Lanfeust eo an daou disoc’h war vat nemetken evit ar poent, ar re nemete ’neus ar galloud diharz. Buan a-walc’h e kompreno Lanfeust emañ o vont d’en em gavout e-kreiz kannerezh bras evit an hollved. Mont a ra an aozer a-stlabez e-barzh bannoù-treset all ha n’eus ket stumm warnañ da vont gant ar memes paz en heuliad-mañ hag en hini kentañ.

  1. Un, Deux, Troy (ISBN 9782845652217)
  2. Les Tours de Meirrion (ISBN 9782845654051)
  3. Les Sables d'Abraxar (ISBN 9782845656833)
  4. Les Buveurs de Mondes (ISBN 9782845659001)
  5. La chevauchée des bactéries (miz Kerzu 2005, ISBN 2849463183)