Ladon (stêr)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ladon (doue-stêr))
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Ladon zo ivez.

Al Ladon (Λάδωνας / Ládonas e gresianeg) zo ur stêr hag a red dre Arkadia.

Ar stêr Ladon

Ar stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ eienenn al Ladon war ar Menez Aroania, e-kichenik kêriadenn Kastriá, er c'hornog da gêr Tripoli, en Arkadia. Adstêr eo d'an Alfeios, 3 km er gevred da gêriadenn Tripotamia. a ya da aberiñ er Mor Enezek.

Meneget eo an anv e Teogonia ar barzh Hesiodos ha gant Paosanias ar Beajour.

An doue-stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo da dad div verc'h:

Hervez Ovidius e oa tad ivez da Sirinks, un hamadriadez a voe troet da raosklenn evit tec'hel rak an doue Pan, ha hennezh a reas ur fleüt anezhi.

Pa voe gwallet an doueez Demeter gant he breur Poseidon en em walc'has e dour Ladon .