La Glu (film, 1913)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

La Glu zo ur film mut, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Albert Capellani e 1913.

Daou zoare all a oa bet savet e 1927 gant Henri Fescourt hag e 1938 gant Jean Choux (La Glu (film, 1938)). Ur film berr a oa bet sevenet e 1907 gant ar filmaozerez Alice Guy hag unan hir e 1908 gant an Italian Giovanni Pastrone ivez, La glu an titl anezhe.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hoalañ ar wazed a oar ober Fernande (pe La Glu diouzh he lesanv). Goude dimeziñ d'an doktor Paul Cézambre, hag eñ koshoc'h egeti, e torr he gwalenn par ma c'hell. Mont a ra dioutañ da vont da Vreizh e-lec'h ma ra hec'h annez er Groazig. Eno e ra d'ar pesketaer yaouank Marie-Pierre kouezhañ e-barzh he rouedoù dezhi ken ma soñj-eñ mont diouzh e vamm, e zanvez pried hag e vignoned. Lazhet eo Fernande/La Glu gant mamm Marie-Pierre.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Durant l'été 1913, sur la Côte Sauvage, dans les rochers de Port Bara, sont tournés les extérieurs du film "La Glu" tiré d'un roman célèbre de Jean Richepin. Mistinguett en est l'une des vedettes. [1]
  2. Hervez al lec'hienn Cinémathèque de Bretagne.