La Gazette de France

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ La Gazette de France, 26 a viz Kerzu 1786.

La Gazette de France, pe La Gazette hepmuiken, a oa ar gazetenn sizhuniek kentañ embannet e Bro-C'hall. Savet e voe gant Théophraste Renaudot ha dont a reas an niverenn gentañ anezhi er-maez d'an 30 a viz Mae 1631. Mont a reas da get e 1915.

E 1631 e voe karget Théophraste Renaudot gant ar c'hardinal Richelieu da sevel ur gazetenn. Dont a rae er-maez bep Sadorn hag a-hed peder fajenn e roe d'he lennerien keleier eus ar pezh a c'hoarveze en estrenvro hag e lez ar roue.

E 1762 e teuas an titl La Gazette da vezañ La Gazette de France, gant an istitl Organe officiel du Gouvernement royal, ha diwar neuze e voe embannet div wech ar sizhun. E 1787 e voe perc'hennet gant Charles-Joseph Panckouke, a oa perc'henn ar Mercure de France hag a savas ar Moniteur universel nebeut amzer goude. Er XVIIvet kantved e veze tennet 8 000 skouerenn anezhi ha skignet e veze e Pariz hag er proviñsoù, gant meur a embannadur disheñvelik.

Tevel a reas La Gazette de France war darvoudoù kentañ an Dispac'h Gall : ne reas ket anv, da skouer, eus kemeridigezh ar Bastille d'ar 14 a viz Gouere 1789. Adalek ar 1añ a viz Mae 1792 e teuas da vezañ ur gazetenn bemdeziek. Goude ma oa bet dibennet Loeiz XVI, d'an 21 a viz Genver 1793, e kemeras an anv Gazette nationale de France. Gwall evezhiek e voe ton ar pennadoù bepred ha cheñch a reas hervez ar renad : dindan renad Napoleon Iañ e oa a-du gant an Impalaeriezh C'hall Kentañ, pa zeuas rouaned en-dro war an tron e voe a-du gant ar roueelourien. Adkemer a reas an anv La Gazette de France, betek ma voe embannet an niverenn diwezhañ e 1915.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]