La Française
Neuz
La Française a oa un embregerezh marc'hoù-houarn ha pezhioù distag bet krouet e 1891 e Pariz. Ur skipailh marc'hhouarnerezh gall e oa ivez hag en doa kemeret perzh e redadegoù etre 1901 ha 1955. A-hed ar prantad-se e oa bet liammet e anv ouzh sponsorioù all :
- Persan e 1907,
- Diamant e 1911-1913, 1924, 1926, 1929-1930, 1948, 1950,
- Dunlop e 1928, 1931-1937, 1943-1944, 1946-1947, 1953, 1955.
Gounezet en devoa Tro Bro-C'hall 1903 ha Tro Bro-C'hall 1921. 35 tennad-hent an Dro a oa aet gantañ en holl.
Eus Maurice Garin da Jacques Anquetil e oa aet gwellañ rederien ar mare-se da redek evitañ.