La Cigale
| Deiziad krouiñ | 1895 |
|---|---|
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Naoned |
| Hent | place Graslin |
| Daveennoù douaroniel | 47°12′46″N 1°33′44″W |
| Tisavour | Émile Libaudière |
| Giz savouriezh | Art Nouveau architecture |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |
| Kod-post | 44000 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.lacigale.com/ |
| Cuisine | brasserie |
| Category for the exterior of the item | Category:Exterior of Brasserie La Cigale de Nantes |
| Category for the interior of the item | Category:Interior of Brasserie La Cigale de Nantes |

Evit ar sal sonadegoù e Pariz, sellit ouzh La Cigale (sal-abadennoù).
La Cigale zo ur vreserezh er Blasenn Graslin e Naoned, e-tal an opera.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberenn an tisavour priour naonedat Emile Libaudière eo. Savet eo bet er c'hiz Modern Style. Lidet e voe an digoridigezh d'ar 1añ a viz Ebrel 1895.
Dizamant e treuzas hanterenn gentañ an XXvet kantved daoust d'an daou vrezel-bed.
Dibabet e voe gant Jacques Demy evit filmañ Lola e 1961. Filmaozerien all en deus implijet ar c'hinkladur-mañ hep e bar.
Disklêriet e voe Monumant Istorel dre diferad ministrel e 1964. Iskisat tra, dont a ra da vezañ ur preti emservij d'ar mare-mañ. Kavout a ra he zavarn hag he c'hinkladur 1900 en-dro o vezañ renevezet e 1985.
Ul lec'h anavezet gant an holl Naonediz eo hiziv, ar preti brudetañ e kêr an Duked moarvat.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn ofisiel