La Bayamesa
La Bayamesa, pe Himno de Bayamo, zo ur ganaouenn spagnolek bet savet an ton (e miz Eost 1867) hag ar gerioù (e 1868) anezhi gant an emsaver kuban Pedro Figueredo. Kempennet e voe gant ar sonaozer Manuel Muñoz Cedeño evit ma vije sonet gant ul laz-seniñ.
Klevet e voe an ton anezhi d'an 11 a viz Mezheven 1868 evit ar wech kentañ en iliz-veur Bayamo, c'hoariet dirak pennoù bras ar gouarnamant trevadennel spagnol a oa deuet da lidañ Gouel ar Sakramant. Un nebeud mizvezhioù diwezhatoc'h e tarzhas ar Brezel Dek Vloaz ouzh Spagn d'an 10 a viz Here. D'an 18 e krogas Emgann Bayamo ha ne zaleas ket kêr da gouezhañ etre daouarn an emsavidi guban : rediet e voe al lu spagnol da godianañ d'an 20 da noz. Hervez kont en dije Figueredo skrivet ar gerioù, hag eñ chomet a-c'haoliad war e varc'h. Lakaet e voe harz warnañ gant ar soudarded spagnol ha kaset d'ar marv d'ar 17 a viz Eost 1870 e Santiago de Cuba : kent mervel en devoe amzer da rannañ un nebeud gerioù eus e ganaouenn : ¡Morir por la Patria es vivir!
Degemeret e voe da himn Kuba ent-ofisiel e 1902, o virout an daou boz kentañ hepken dre ma voe kavet ar re da-heul re dagus ouzh emlorc'h ar Spagnoled...
Ar gerioù orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al combate corred bayameses,/D'an emgann deredit tud eus Bayamo
- que la Patria os contempla orgullosa./dre m'emañ ar Vammvro o sellet ouzhoc'h, lorc'h enni.
- No temáis una muerte gloriosa/Na zoujit ket rak ur marv glorius,
- que morir por la Patria es vivir!/rak mervel evit ar vammvro a zo kement ha bevañ !
- En cadenas vivir, es vivir
- en afrenta y oprobio sumido.
- Del clarín escuchad el sonido.
- ¡A las armas!! valientes, corred
- No temáis los feroces iberos,
- son cobardes cual todo tirano,
- no resisten al bravo cubano
- para siempre su imperio cayó.
- ¡Cuba libre! ya España murió,
- su poder y orgullo ¿do es ido?
- ¡Del clarín escuchad el sonido,
- ¡¡a las armas!! valientes, corred!
- Contemplad nuestras huestes triunfantes,
- contempladlos a ellos caídos,
- por cobardes huyeron vencidos :
- ¡ por valientes sabemos triunfar !
- ¡ Cuba libre ! podemos gritar
- del cañón al terrible estampido,
- ¡ del clarín escuchad el sonido
- ¡¡a las armas!! valientes, corred !
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe un doare all eus ar ganaouenn, e 1908, gant ar sonaozer Sindo Garay, Mujer bayamesa an titl anezhi. Dindan an titl La Bayamesa e voe enrollet gant an daouad a yae d'ober Jesús Cabrisas hag Irene Farach ha chomet e oa anavezet evel-se. He c'hlevet a c'heller en albom Buena Vista Social Club deuet er-maez d'ar 16 a viz Gwengolo 1997.