Brezel Dek Vloaz

Eus Wikipedia

Ar Brezel Dek Vloaz (e spagnoleg e vez laret Guerra de los Diez Años) zo c'hoarvezet e Kuba en XIXvet kantved, adalek 1868 betek 1878, etre Spagn hag emsavidi Kuba a venne kaout o dizalc'hted, evel broioù Kreisteizamerika en o raok, hag a c'hwitas war o zaol.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Carlos Manuel de Céspedes

E miz Gouhere 1867 e oa bet krouet Poellgor Dispac'hel Bayamo gant ur perc'henn pinvidik Francisco Vicente Aguilera. Kreskiñ a reas an emsav en Oriente, ha dreist-holl Manzanillo ma oa Carlos Manuel de Céspedes e penn ar jeu. Eus Bayamo e oa Céspedes, perc'henn ur vilin-sukr e oa, anvet ‘’’La Demajagua’’’. Evit e lakaat da blegañ e voe harzet e vab Oscar gant ar Spagnoled. Nac'h a reas Céspedes plegañ ha lazhet e voe Oscar[1].

D'an 10 a viz Here 1868 e voe embannet gant Céspedes, en e berc'henniezh anvet La Demajagua, e reter ar vro, ha gant perc'henned milinoù-sukr all eveltañ, e oa dizalc'h Kuba, dieub o sklaved: hennezh eo ar Grito de Yara. Hag int da sevel un arme. siwazh, ne voe ket harpet ar grito de Yara gant perc'henned ar c'hornôg, a oa kalz pinvidikoc'h. Ar gostezenn a-du gant ar Spagnoled a oa prest d'en em gannañ, a-enep an emsavidi evel-just, met ivez a-enep dileuridi ar gouarnamant spagnol a felle dezho ober tammoù kemmoù, da-heul dispac'h 1868, en enezenn.

Neuze e krogas ar c'hentañ brezel evit dizalc'hted Kuba. An eil, a reer ar Brezel Bihan anezhañ, a voe e (1879-1880), an trede (1895-1898) a reer Brezel Dizalc'hlted Kuba anezhañ, hag an tri miz diwezhañ a vez graet ar Brezel etre Spagn hag Amerika.

Daoust da skoazell Stadoù-Unanet Amerika, d'al listri stadunanat karget a armoù hag a soudarded (darn anezho bet oc'h en em gannañ e Brezel Diabarzh ar Stadoù-Unanet e voe trec'h ar Spagnoled goude ur brezel hir, kriz ha gwadek.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spontus e voe ar brezel hir-se evit tud Kuba. 300 000 den a voe lazhet, distrujet e voe gounezerezh ar sukr hag ar greanterezh savet warnañ. Daoust da se en em savo pobl Kuba adarre betek kaout an dizalc'hted e 1902. E-tu ar Spagnoled ivez e voe kalz a dud lazhet.

Echuiñ a reas gant emglev Zanjón d'an 10 a viz C'hwevrer 1878, ha tapet e voe un tamm emrenerez, diskaret ar sklavelezh en 1880 (met en 1886 hepken er fedoù), ar parded etre tud du ha gwenn embannet e 1893. Diwar an emglev-se e voe gwelet ar c'hentañ strolladoù politikel o vleuniañ.

Ne voe ket kaset da benn ar c'hemmoù prometet war-lerc'h ar brezel, ma voe un emsavadeg all Brezel Dizalc'hted Kuba.

Stad an enezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Spagnoled a yae d'ober 8% eus ar boblañs a berc'henne tremen 90% eus pinvidigezh ar vro. Gwir politikel ebet n'o doa tud ar vro, ma save bec'h bep an amzer, e reter an eneznn dreist-holl[2].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Navarro, José Cantón: History of Cuba, Havana, Cuba, 1998, p. 43-44
  2. Navarro, José Cantón: History of Cuba, Havana, Cuba, 1998, p. 43


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]