La Bataille du rail
Neuz
La Bataille du rail (Emgann an hent-houarn e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall René Clément e 1945.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Istor,
- Senario : René Clément ha Colette Audry,
- Divizoù : Colette Audry,
- Kevredad produiñ : Coopérative Générale du Cinéma Français (Pariz),
- Rener produiñ : Pierre Corti,
- Rener ar skeudenniñ : Henri Alekan,
- Ijinour ar son : Constantin Evangelou,
- Aozer ar sonerezh orin : Yves Baudrier,
- Frammer : Jacques Desagneaux,
- Prantad filmañ : deroù miz Ebrel - miz Gwengolo 1945,
- Lec'hioù filmañ : Gwengamp, Lannuon, Tregrom (darvoud diroudennañ an tren hobregonet), ti-gar Sant-Brieg (o taolenniñ hini Chalon-sur-Saône er film),
- Deiziad dont er-maez : 27 a viz C'hwevrer 1946,
- Padelezh : 85'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil Brezel-bed : o lakaat o buhez en argoll e stourm harzerien Kevredad broadel hent-houarn Frañs, gant o holl nerzh, da ziaezañ an ac'huber alaman. Dilestradeg ar Gevredidi e Normandi a ra d'an darvoudoù tremen buanoc'h eget na oa raktreset. Evit na dizho ket an Alamaned an aodoù e koulz e ra an henthouarnerien c'hall d'an tren milour Apfelkern (Spluzenn aval) diroudennañ.
Roll ar gomedianed (hervez al lizherenneg)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Clarieux : Lampin,
- Jean Daurand : un henthouarnour,
- Lucien Desagneaux : Athos,
- Tony Laurent : Camargue,
- Robert Le Ray : ar mestr hent-houarn,
- Léon Pauléon : mestr hent-houarn Saint André,
- Fernand Rauzéna : un henthouarnour,
- Jean Redon : ar mekanikour,
- Charles Boyer : an daneveller,
- François Joux : un henthouarnour,
- Pierre Mindaist : un henthouarnour,
- Pierre Latour : un henthouarnour,
- André Miller : un henthouarnour alaman,
- Michel Salina : ar rener
- Marcel Barnault,
- Jean Lozach,
- Max Woll.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tapet e oa bet ar Priz Méliès gant La Bataille du rail e 1946.
Da-geñver Festival ar Sinema e Cannes, e 1946, e voe deroet Priz Bras Etrebroadel al leurennañ da René Clément ha Priz ar Juri Etrebroadel d'e film.