Léonce Reynaud
Neuz
Léonce François Reynaud, bet ganet e Lyon d'ar 1añ a viz Du 1803 hag aet da Anaon e Pariz d'ar 14 a viz C'hwevrer 1880, a zo un tisavour hag ijinour gall.
Goursellet en devoa ouzh sevel un toullad mat a dourioù-tan gall — Tour-tan ar C'hern (Aodoù-an-Arvor) en o zouez — pa oa e penn Servij an tourioù-tan hag ar balizennoù, etre 1846 ha 1878.
Anvet e voe da rener Skol vroadel an hentoù ha pontoù e 1869 e-lec'h ma chomas betek 1874.