Kykeon
Kykeon (Gr. κυκεών, eus κυκάω, "meskañ") a zo un evaj a veze roet d'ar feizidi e-pad lidoù kevrinoù Eleusis. Meneget e vez aliesoc'h evel boued eget evel evaj.
Graet e veze gant :
Un evaj pennsaoutiñ e oa ar c'hykeon. Meur a vartezeadenn a zo bet graet diwar se :
- "pigal louedadur" (Claviceps purpurea ha Claviceps paspali)
- kebell-touseg
- psilokybian kabell-touseg (Panaeolus papilionaceus)
- amanita "lazh-kelien" (Amanita muscaria)
En Ilias
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E testennoù Homeros e vez meneget Kykeon : en Ilias, kykeon a zo un evaj graet gant dour, geotennoù hag heiz da vezañ evet gant fourmaj gavr (XI, 638-641). En Odysseia, Kirke a lak mel ouzhpenn ha skuilhañ he braoù majik en evaj (X, 234). En himn da zDemeter aozet gant Homeros, an doueez a nac'h gwin ruz avat hag a gemer Kykeon graet gant dour, heiz ha ment (Mentha pulegium).
Testennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goulakaet e oa da vezañ esmoriñ. Hermes, er c'han aozet gant Aristophanes "Peoc'h" (v. 712), a erbed se d'an haroz goude debret re a frouezh sec'h ha kraoñ gantañ. Brientinien a rae goap outañ hag a lare e oa un evaj evit kouerien.
Theofrastos a daolenn en e Karakterioù (IV, 2–3) ur c'houer a hegas e amezeion gant e anal en ekklesia goude bezañ evet kykeon.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Armand Delatte, Le Cycéon, breuvage rituel des mystères d'Éleusis, Belles Lettres, Paris, 1955