Mont d’an endalc’had

Kunilingus

Eus Wikipedia
Kunilingus
Kunilingus livet en ur fouzhlec'h e Pompei (Patrom:IVe siècle av. J.-C.)
Dourlivadur, gant Achille Devéria.

Ar c'hunilingus (pe elligafañ) eo an anv roet (diwar al latin) d'an ober reizhel a vez graet o flourañ pe vroudañ ar c'hourzh pe an ellig dreist-holl, gant an teod, pe ar muzelloù. Un ober anavezet a bell zo eo, pa gaver livadurioù eus Henroma ouzh e ziskouez.

Tud zo a blij dezho pebrañ an ober gant ur biz lakaet er gouhin, pe er fraezh.

Savet eo ar ger kunilingus diwar ar ger latin cunnilingus (cunnilinctus a vez lavaret ivez), eus cunnus « kourzh » ha lingere « lipat ».
Savet eo elligafañ diwar ellig hag afañ, ha zo kement ha pokat.

Skeudenn gant Édouard-Henri Avril.

Ur flouradenn a c'hall kas d'an orgasm eo, ken tener eo an ellig[1].Gant an halv e vez dousaet ar flouradenn c'hoazh, met tud zo a implij dour ivez[2]. Bez e c'haller ober ar flouradenn-se avat mann nemet evit boulc'hañ gant ar c'hoari, hep klask tizhout an orgasm evel-se diouzhtu.

Etre merc'hed zo eo honnezh ar flouradenn priziet ar muiañ.

Doareoù envel all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lipat ar billig a vez graet eus an ober en un doare dizereat.


Sellout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. https://web.archive.org/web/20110521005228/http://www.tvfrance-intl.com/TVFI/annuaire/forms/catalogue/ficheprogramme.php?fpg_id=30209
  2. https://web.archive.org/web/20110521092417/http://www.pathol08.com/sexe/article.php?sid=87