Kumun Labourerion Estonia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
E ruseg hag estoneg: "Kumun Labourerion Estonia", e ruseg nemetken: "Ouzh ar bardelloù emañ labourerion Estonia, evit Estonia Soviedel, ar Volga Meur, Oural ha Siberia e anv an III Etrebroadel Komunour"

Ur Republik Soviedel berr-bad en Estonia e oa Kumun Labourerion Estonia (estoneg: Eesti Töörahva Kommuun pe ETK), bet krouet d'an 29 a viz Du 1918 e Narva.

Klasket e oa bet ur wezh dija sevel ur gouarnamant sokialour evit ar vro-se.

Kadoriad ar Gumun e oa Jaan Anvelt adalek ma oa bet krouet betek mac'h eas da get.

Anavezet e voe ar Gumun gant gouarnamant soviedel Rusia d'ar 7 a viz Kerzu 1918, met skarzhet e oa bet da vat gant Lu Estonia, gant skoazell morlu Breizh-Veur ha tud deuet da stourm a-enep dezhañ eus Sveden, Finland ha Danmark, e miz C'hwevrer 1919.

Disklêriet e oa bet Republik Soviedel Naissaar en hevelep mare gant tud bet savet ar Gumun gante, met mont a reas da netra goude dek devezh.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]