Kulpeo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kulpeo
Pseudalopex culpaeus.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex culpaeus
Molina, 1782
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar c'hulpeo (Pseudalopex culpaeus) anvet ivez louarn Patagonia a zo ur spesad ki gouez hag a vev e Suamerika. Ar c'hi brasañ eus ar c'hevandir eo goude ar bleiz moueek. Heñvel a-walc'h eo dre e feson ouzh al louarn. Ur vlevenn ruzart pe gris en deus, ur c'hroñj wenn, pavioù damruz hag ur roudenn war e gein.

E gavout a reer eus Perou hag Ekwador betek Patagonia ha Douar an tan. Bez' eus ivez ur boblañs vihan en Inizi Maloù ma oant bet kaset gant an drevadennerien. Tost a-walc'h eo ouzh louarn an Inizi Maloù (aet da get e 1878) moarvat.

Krignerien, konikled, evned ha glazarded a zebr hag e c'hell en em vagañ ivez diwar plant ha gagnoù. Hervez reoù 'zo e c'hell chaseal deñved hag evit an abeg-se e vez alies hemolc'het pe ampoezonet. Da ral eo aet e rannvroioù 'zo met n'emañ ket ar spesad en arvar.

Tiriad ar c'hulpeo

Liammoù diavaez[kemmañ]

(en) Ar c'hulpeo war Lioncrusher