Louarn an Inizi Maloù
| |||
---|---|---|---|
Dusicyon australis
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Vertebrata | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Canidae | ||
Genad : | Dusicyon | ||
Anv skiantel | |||
Dusicyon australis (Kerr, 1792) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Louarn an Inizi Maloù (Dusicyon australis, anvet gwechall Canis antarcticus), anvet ivez Warrah, bleiz an Inizi Maloù, a oa ar bronneg orin nemetañ en Inizi Maloù. Aet da get e-tro ar bloaz 1876, diouennet abalamour ma kave d'an dud nevez-staliet en inizi e oa dañjerus evit an deñved. Ar Canidae nemetañ aet da get er marvezh istorel eo. Ar spesad tostañ ouzh ar genad Dusicyon (Louarn an Inizi Maloù eo ar spesad nemetañ ennañ) eo Pseudalopex griseus, ar c'hulpeo pe "louarn Patagonia", a zo bet enbroet en inizi n'eus ket keit-se. En div enezenn e veze kavet met n'ouzer ket hag-eñ e oa kalz a zisheñvelderioù etre an daou rumm.
Gell-sklaer e oa kreoñ louarn an Inizi Maloù ha gwenn e oa penn e lost. N'anavezer ket petra a zebre met dre ma n'eus krigner ebet en inizi e hemolc'he evned moarvat. Hervez tud ’zo e veve e-barzh douarennoù.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Canid Specialist Group (2004). Dusicyon australis. 2006 IUCN Red List of Threatened Species. IUCN 2006. Kavet war 11 May 2006.
- G.M. Allen, Extinct and Vanishing Mammals of the Western Hemisphere, 1942