Kronologiezh ar gwask skrivet

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Diwar-benn ar c'helaouennoù hag ar c'hazetennoù moullet eo ar pennad-mañ.
Diwar-benn ar voullerezh, sell ouzh Istor ar voullerezh.


  • 1041 : Kentañ levr moullet gant merkoù lem-laka e Korea
  • War-dro 1400 : Kentañ levrioù moullet gant minaouedoù kouevr (metalgraferezh). Plom a zo skuilhet ha "moullet" e-barzh an toulloù engravet war ur blakenn gouevr. Lindrennet eo ar plom devoullet gant liv ha lakaet ur follenn-baper warnañ.
  • 1430 : Levrioù koadengravet en Alamagn hag Izelvroioù. Lindrennet ar plankennoù ha lakaet ar follenn warno
  • 1454 : Moullet gant Johannes Gensfleisch, lesanvet Gutenberg, un deiziadur
  • 1456 : Kentañ levr liesvoullet, ar Bibl war 41 linenn e ditl gant Gutenberg e Mainz
  • Kentañ levr e liv
  • 1470 : Kentañ levr moullet e Pariz
  • War-dro 1500 : Kentañ flemmskridoù moullet war follennoù distag
  • War-dro 1500 : Kentañ almanakoù
  • 1535 : Berzhet eo ar voullerezh gant Fransez Iañ, roue Bro-C'hall diwar ali an Iliz katolik roman p'eo dispac'hel ha frankizelour
  • 1631 : Embann a ra Théophraste Renaudot ar Gazette de France
  • 1648-1652 : Flemmskridoù embannet e-leizh, darn anezho a-enep ar ministr kentañ Mazarini (ar "mazarinades")
  • 1754 Embannet e Pariz ar Correspondance littéraire gant Melchior Grimm a gav lennerien en Europa a-bezh
  • 1789 (26 eost) : Disklêriadur Gwirioù Mab-Den; er mellad IX e lenner kentañ embann frankiz ar gwask : Kemmenadur frank ar preder hag ar mennozhioù a zo unan eus gwirioù priziusañ an Den. Pep keodedour a zo dieub evit komz, skrivañ, moullañ, nemet pa sav e giriegezh mont re bell diwar sellout ouzh degouezhioù berzhet gant al lezenn
  • 1790 Ijinet ha krouet gant William Nicholson kentañ ruilhenn-livañ
  • 1796 Ijinet gant Senefelder ar maendreserezh
  • 1799 Ijinet gant Louis-Nicolas Robert ar voullerezh diehan war ur ruilh-paper
  • 1800 Bonaparte embann ma vo ret kaout un aotre-embann en-dro
  • 1812 Kentañ gwask-tro graet e Breizh-Veur gant Friedrich Konig hag Andreas Bauer.
  • 1814 Gwask-tro Konig ha Bauer implijet evit moullañ ar pemdezieg The Times o produiñ 1100 skouerenn dre eur