Kroaz Anjev

Eus Wikipedia
Kroaz Eufrozin Polotsk, ur sant ortodoks eus an XIIvet kantved

Ar groaz patriakel a zo ur groaz gant div dreuzellenn, arouez meur ar roueelezh er Grennamzer evel re Hungaria ha re Anjev, alese e anv all Kroaz Anjev. Kavet e vez ivez war skoedoù an arc'heskibien, anvet eo ivez kroaz arc'heskobel en ardamezouriezh eta. Un arouez eus an Iliz Ortodoks e oa ivez.

Ar groaz patriarkel hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez hiziv war ardamezioù Hungaria, Lituania (war skoed ar marc'heg) ha kêrioù zo, hag ivez war banniel Slovakia.

E 1940 e voe adanvet kroaz Anjev kroaz Loren dre atiz Charles De Gaulle hag a glaske un arouez evit e aozadur emgann. Diwar neuze e teuas da vezañ anavezet gant ar C'hallaoued evel arouez ar Rezistañs.