Mont d’an endalc’had

Christian Guyonvarc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kristian Guyonvarc'h)
Evit ar c'heltiegour, gwelet Christian-Joseph Guyonvarc'h

Christian Guyonvarc'h a zo ur politikour breizhat, ezel eus Unvaniezh demokratel Breizh (UDB), ganet d'an 29 a viz Kerzu 1964 en Henbont (Mor-Bihan, Breizh), bet kuzulier rannvro.

Emezelañ a reas en UDB e 1983. Dizoloet en doa UDB pa oa studier e Naoned ha stourmer a-enep an apartheid e Suafrika. Goude daou vloaz servij broadel evel objektour er gevredigezh Ar Falz (ma ne zeskas ket brezhoneg) e teuas da vezañ skoazeller Max Simeoni, a oa kannad e Parlamant Europa (1989-1994).

E 1994 e teuas da vezañ mouezh aotreet UDB hag e reas e annez en Oriant. Kuzulier evit an embregerezhioù e oa deuet da vezañ. War listenn Jean-Yves Le Drian edo da-geñver dilennadegoù kuzulioù-kêr 1995. E 2001 e voe dilennet gant listenn Norbert Métairie, eilmaer e voe etre 2001 ha 2004. Dilezel a reas e garg a eilmaer pa voe dilennet da guzulier rannvro e 2004. Besprezidant karget eus an aferioù europat hag etrebroadel e voe betek 2010.

Dilennet e oa bet da guzulier rannvro en-dro e 2010 met abalamour d'an diouer a emglev etre listenn ar PS hag al listenn UDB-Re C'hlas ne oa ket ken er brasañ niver. Ur wech aet UDB er brasañ niver e 2012 eo bet anvet da zaneveller meur budjed ar rannvro. E dilennadegoù rannvro 2015 ne oa war listenn ebet. Dilennet e voe adarre er C'huzul-rannvro e 2021, en tu-enep. Ezel eo eus ar strollad-dilennidi Breizh a-gleiz - emrenerezh, ekologiezh, broioù.

E dilennadegoù ti-kêr 2014 e kemeras perzh el listenn "Gwipavaz Kengred" (Guipavas Solidaire e galleg) az eas ar maout ganti a-enep an tu-dehou hag ar Strollad sokialour. Anvet e voe da eilmaer Gwipavaz e karg eus an arc'hant ha dont a reas a-benn da saveteiñ budjed ar gumun, a oa en arvar da gouezhañ dindan beli ar prefeti ken fall ma oa bet meret gant ar skipailh kent. E 2016 e tilezas e garg abalamour d'e zizemglevioù gant ar maer Gurvan Moal, evel ar braz eus dilennidi Gwipavaz Kengred, a damalle d'ar maer bezañ tremenet hep doujañ ouzh reolennoù karta al listenn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]