Krennoadvezh ar maen
Krennoadvezh ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a heuilh an Epipaleolitik, war-dro 10 500 vloaz zo. Merket eo gant kemmoù ekonomikel ha sokial ken bras ez eus bet graet anezhañ kentañ prantad ar c'hentistor en Europa gant skrivagnerien zo. Klotañ a ra ar prantad-se eus istor an den gant prantad hin ar "Boreal" (hervez labour Köppen) merket gant diorroadur ar c'hoadoù. Kregiñ a ra neuze ar poblañsoù epipaleolitik da vevañ er memes lec'hioù en un doare chomidik ha diorren tamm-ha-tamm ul labour-douar hep damesadur eus ar spesadoù plant eostet, e-kichen an obererezh preizhañ. Echuiñ a ra Krennoadvezh ar maen gant deroù implij ar spesadoù plant ha loened doñv nebeut-ha-nebeut e-pad an Neolitik, betek war-dro 4 300 BP en Norzheuropa[1].
Emdroadurioù ekonomikel, sevenadurel ha sokial
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krennoadvezh ar maen zo merket gant cheñchamantoù en emzalc'h ar strolladoù tud. Daoust ma seblant lod eus ar c'hemmoù-se (digresk an tachennoù chase, implij ar wareg…) bezañ liammet en un doare kreñv ouzh cheñchamantoù an endro c'hoarvezet da-heul tommadur an hin goude ar prantad skorn (kresk ar c'hoadoù, steuziadur ar geotdebrerien bras tremeniat evel ar mammouted, ar kirvi-erc'h…), kemmoù all (reveulzi e taolennadurioù an arz hag an arouezioù, diorroadur benerezh benvegoù maen bihan-kenañ …) a seblant liammet ouzh ar redoù diabarzh en emdroadur ar strolladoù tud[2].
Derc'hel a ra an dud da vevañ en un doare tremeniat. Koulskoude ez eo kalz stankoc'h ha liesseurt ar boued e-keñver Oadvezh ar skorn, ar pezh a ro tu dezhe da zilec'hiañ e tiriadoù bihanoc'h hervez lusk ar c'houlzadoù-amzer. Chañsoù a zo eta e tistrofe an dud er memes lec'h a vloaz da vloaz d'ar memes koulz-bloaz da dennañ o mad eus ar pezh a c'haller pourchas en-dro d'al lec'h-se. Lod eus an enklaskerien o deus savet ar vartezeadenn e oa bet lec'hioù « agora » o defe degemeret, da vareoù zo, bodadegoù strolladoù a veve dispartiet an eil re diouzh ar re all e-pad peurrest an amzer hag o doa harzoù ha prederioù boutin neoazh (eskemm danvezioù dre zonezon ha donezon en eskemm, eksodimez, chase m'o doa ezhomm kalz jiboesourien evit an huadegoù…) mes diaes e chom da brouiñ[2].
Prouet eo an darempredoù a veze etre ar strolladoù gant emled perzhioù sevenadurel e tiriadoù bras (anadiñ a ra an diskolperezh Montbani, diorren a ra an tristuriegoù e strollad ar framm saezhoù …). An ijinadennoù a seblant tremen eus an eil lec'h d'egile ha bezañ adwelet gant ar strollad o desk hervez e reizhiad teknik dezhañ e-unan, ha diouzh ar pezh a c'hall ober gant an danvezioù a zo en amen dezhañ.
Implij ar wareg hag ar saezhioù, peurgetket, en em led en Europa hag en Afrika a-bezh. Kreskiñ a ra neuze bihander ar pezhioù implijet evit an armoù chase e-keñver ar prantad kent. Savet e vez an elfennoù bihan peurliesañ diwar lavnennoù diskolpet er c'hailhastr dreist-holl (met ivez e maen-gwer, e kwartzoù …). E deroù Krennoadvezh ar maen ez eo ar poentennoù ar frammoù paotañ. Er prantad etre (en-dro da 8 000 BP) e weler diorroadur ar frammoù tric'hornek e-skoaz e-pad ar prantad diwezhañ (6 500 BP) e voe an tristuriegoù a veze implijet dreist-holl. Implij an holl frammoù-se evel begoù saezhioù a chom martezeus penn-da-benn rak aet eo da get ar c'horzennoù (skourroù koad) abaoe pell zo. Ral-kenañ eo dizoleiñ saezhioù klok (korzenn ha framm)[3].
Chaseet e veze bronneged bihan ha blotviled (melc'hwed-krogenneks, etc.) muioc'h-mui. E-tal an aodoù ez vez dastumet ar c'hregin hag a-wezhioù e kaver bernioù dilerc'hioù kregin o deus gellet servij da lec'h bevañ pe da vez.
Strolladoù pennañ ar prantad eo ar Sauveterrian, an Tardenoisian pe ar [[Castelnovian[C'hastelnovian]] e Bro-C'hall, ar Maglemosian hag an Ertebölian en Danmark.
Bez Tevieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez Tevieg war ziskouez e Mirdi Toulouse
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Marcel Otte, La Protohistoire, De-Boeck / 2008, p. 8-9 & 172-173, ISBN 978-2-8041-5923-8
- ↑ 2,0 ha2,1 J.-G. Rozoy, 1978, Les derniers chasseurs. L'Épipaléolithique en France et en Belgique, Bulletin de la Société Archéologique Champenoise, numéro spécial juin 1978, 3 tomes
- ↑ M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.