Krasnogorsk (Oblast Moskov)
Neuz
Krasnogorsk, Oblast Moskov
| Deiziad krouiñ | 1932 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Красногорск |
| Anv er yezh a orin | Красногорск |
| Stad | Rusia |
| Kêr-benn eus | Krasnogorsky District |
| E tiriad | Oblast Moskov |
| Gwerzhid-eur | UTC+03:00 |
| War ribl | Moskva, Banka |
| Daveennoù douaroniel | 55°49′18″N 37°20′19″E |
| Penn an aotrouniezh | Elmira Khaimurzina |
| Kod-post | 143400 |
| Lec'hienn ofisiel | https://krasnogorsk-adm.ru/ |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Krasnogorsk urban district |
| Kod pellgomz an takad | 495, 498 |

Krasnogorsk (rusianeg: Красногорск [krəsnɐˈgorsk]) zo ur gêr kement ha kreizenn Distrig Krasnogorsk en Oblast Moskov, e Rusia, lec'hiet war ribl ar stêr Moskva e gwalarn harzoù Moskov. Gant 187 634 a dud e oa annezet e 2021.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gumun gêrel a oa bet savet da gentañ e 1932, met n'eo nemet e 1940 e voe savet kêr ent-ofisiel.
Tagadenn sponterezh e 2024
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 22 a viz Meurzh 2024, sponterien o devoa tennet ha lakaet tarzhañ bombezennoù-tan e sal ar C'hrocus City Hall e Krasnogorsk. Lazhet e oa bet 133 den ha gloazet kant ouzhpenn d'an nebeutañ. Ar Stad Islamek – Proviñs Khorasan (IS-KP pe ISIS-K), en Azia Greiz, ur skourr eus ar Stad Islamek, en doa embannet bezañ kablus.