Kopreüs

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kopreüs (Κοπρεύς) (Kopreas, Κοπρέας, e gresianeg a vremañ), a oa eontr d'ar roue Eurystheüs hag embanner, e mojennoù Hellaz kozh. Eñ an hini a gemennas Daouzek trevell Herakles.

Un den vil e ene e oa, ha dont a rafe e anv eus ar ger κόπρος/kopros, kaoc'h.

Lavaret e veze e oa eus Elis, mab da Belops, hag Hippodameia. Tec'het e oa eus Elis rak eno en devoa lazhet ur gwaz anvet Ifitos, da vont da v-Mykene, met gwalc'het eus e dorfed e oa bet gant Eurystheüs[1]. Ur mab en devoa, anvet Perifetes, meneget e anv en Ilias.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]