Mont d’an endalc’had

Kontelezh Sikilia

Eus Wikipedia
Kontelezh Sikilia, e kreisteiz Italia, e 1112.

Kontelezh Sikilia pe Gran Contea, a oa ur stad dizalc'h etre daouarn an Normaned, gant bennozh ar pab, savet e 1071 evit an dug norman Roger Iañ Sikilia.

Savidigezh ar gontelezh e Sikilia gant an Normaned a c'hoarvezas eus tri zra. Da gentañ bezañs Normaned vrezelgar e kreisteiz Italia, o klask kemer douaroù nevez. Da eil ar pab a glask skignañ ar relijion gristen en douaroù muzulman. Da drede kevezerezh etre div iliz er c'hornad : hini Roma ha hini ar Reter abaoe skism 1054.

E miz C'hwevrer 1061 e krogas an abadenn pa dreuzas Robert Guiscard strizh-mor Messina adal Reggio di Calabria ha pan erruas e Messina gant ur mil a soudarded. E 1071 e teuas aotre ar pab. Koulskoude ne voe peuraloubet Sikilia nemet e 1091, hag echuet e voe neuze gant Emirelezh Sikilia.

Ne badas ket pell ar gontelezh, met pinvidikaat a reas, ha krouet e voe ur greizenn treiñ-skridoù skiantel gresianek ha matematik arabek d'al latin. Frank pe norman e oa an uhelidi. Savet e voe palezioù en doare arab-norman, a veske elfennoù arab, bizantat, ha norman. Evit ar gwir e voe mesket ar gwir norman hag al lezenn islamek. E kenemglev e veve ar c'humuniezhioù kristen ha muzulman.

Italia hag Illiria e 1084

E 1130, dindan Roger II, a oa ivez perc'henn dugelezhioù Calabria ha Puglia, ez eas kontelezh Sikilia da get. Anvet e voe da roue Sikilia gant an eneppab Anacletus II en devoa ezhomm a harperien. Neuze e teuas Rouantelezh Sikilia da vezañ ur stad c'halloudek, ha kevezerez Republikoù Pisa ha Venezia.