Mont d’an endalc’had

Kontelezh Horn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kontelezh Horne)
Ardamezioù konted Horn
Kontelezh Horn e Priñselezh Liège

Horn (pe Horne, Hoorn pe Hoorne) a oa ur gontelezh vihan krouet e 920, bet unan eus priñselezhioù an Impalaeriezh Santel Roman. Dont a ra an anv anezhi eus hini kêriadenn Horn, hiziv en Izelvroioù, e kumun Haelen, er c'hornôg da Roermond.
Annez konted Horne a voe kaset eus Horn da Weert er XVvet kantved.

Pa voe lazhet kont diwezhañ Horne, Philippe de Montmorency, e 1568, e voe enteuzet ar gontelezh e Priñselezh Liège. E 1795 e voe diskaret ar gontelezh pa voe aloubet gant an armeoù gall, hag ebarzhet en departamant gall ar Meuse-Inférieure. Pa voe diskaret an Impalaeriezh c'hall kentañ e voe rannet etre an Izelvroioù ha Belgia.