Kolonenn Loeiz XVI

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar golonenn Loeiz XVI, e kreiz kêr Naoned

Ar golonenn Loeiz XVI zo ur monumant e kêr Naoned, e-kreiz ar blasenn Marichal Foch. Ur golonenn 28 metr uhelder eo, gant un delwenn eus ar roue Loeiz XVI e krec'h.

E mein gwenn eo graet ar golonenn hag an delwenn. Skeudennet eo roue Bro-C'hall e-giz un impalaer roman, gant e vazh-veli en un dorn hag e destamant en dorn all. Ar golonenn zo war-dro 28 metr he uhelder ha 2 vetr he zreuzkiz.

E dibenn 1788 e oa bet kinniget d'ar c'huzul-kêr ur raktres monumant en enor da Loeiz XVI. Lakaet e oa bet maen kentañ ar golonenn d'ar 24 a viz Mezheven 1790, met abalamour d'an doare ma troe an Dispac'h e Pariz, e voe kinniget sevel ur "golonenn ar Frankiz". E 1792 e voe dilezet da vat ar soñj da lakaat delwenn ar roue e beg ar golonenn. Da vare ren Napoleon Iañ e voe kinniget gant ar c'huzul-kêr lakaat un delwenn eus an impalaer eno, met ne voe ket kaset ar mennozh da vat a-raok diskar an impalaeriezh. E 1822, dindan an Eil Restaorasion, e voe karget Dominique Molknecht da gizellañ un delwenn eus ar roue, kenkoulz ha delwennoù eus tud brudet en istor Breizh (Anna Breizh, Arzhur III, Olier V Klison ha Beltram Gwesklin) hag a voe lakaet a bep tu d'ar balioù Sant-Pêr ha Sant-Andrev. Dioueliet e voe delwenn Loeiz XVI d'ar 14 a viz Eost 1823. Disleberet e voe an delwenn-se, graet gant maen puzuilh, ha ret e voe lakaat un delwenn all en he lec'h, graet gant ar c'hizeller Georges Perraud ar wech-mañ, e 1926. E dibenn 2012 ha deroù 2013 e voe adkempennet ar monumant penn-da-benn : e-lec'h ar mein kozh deuet eus mengleuz Crazannes, e Charente-Maritime, e voe lakaet er golonenn mein deuet eus mengleuz Tervoux, e Vienne.