Mont d’an endalc’had

Kolibri Elena

Eus Wikipedia
Kolibri Elena

Ur c'holibri Elena.


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Trochiliformes
Kerentiad : Trochilidae
Genad : Mellisuga
Spesad : M. helenae
Anv skiantel
Mellisuga helenae
(Lembeye, 1850)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'holibri Elena(Daveoù a vank) (zunzuncito e spagnoleg) a zo un evn, Mellisuga helenae an anv skiantel anezhañ, hag a vev e Kuba en Isla de la Juventud (pe Isla de Pinos).

Lakaet e oa bet an anv-mañ d'an evn en enor da Elena de Faz[1], pe Helen Booth[2], pried Carlos (pe Charles) Booth, ur mignon da Juan Gundlach (1810-1896), an naturour kuban a orin alaman en devoa bevet meur a vloaz e Kuba.


Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evned bihanañ ar bed eo ar c'holibried Elena : 5 pe 6 kantimetrad hed hag etre 1,6 hag 1,9 gramm. Ha c'hoazh ez eo bihanoc'h ar par eget ar barez.

Debriñ a reont nektar dreist-holl ha pakañ amprevaned bihan ivez. Ar re yaouank, lezet en neizh pa vez ar barez o klask he boued, ne vezont ket pell o tapout hag o tebriñ an amprevaned bihan a dremen war-hed taol.

Tiriad ar c'holibri Elena.

Gallout a raed kavout an evned-se en enez Kuba (e-lec'h ma reer zunzúnes anezho) hag en Enez ar Pin[3]. Soñjal a reer ez int evned chomidik, daoust ma'z eus bet gwelet unan bennak e Providenciales (Inizi Caicos) hag en inizi Bahamas.
O koazhat emañ o niver, dre ma vez distrujet ar c'hoadoù ma vevont, ha ne vezont ket ken stank mui.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]