Kolakreted

Eus Wikipedia

Ar golakreted a oa kargidi uhel en demokratelezh Aten en Henamzer. Tennet e vezent d'ar sort a-douez ar geodedourien a gemere perzh en Ekklesia. Dasparzhañ a raent an arc'hant savet da aozañ ar c'heheliñ.

En 411 kent JK e voe kemeret o lec'h gant an apodekted, ur garg nevez krouet gant Kleistenes.