Mont d’an endalc’had

Apodekt

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Apodekted)
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

An apodekt ( e gregach : ἀποδέκτης/ apodéktes, liester : apodektai, pe "reseverien" e gregach) a oa ur c'hargad uhel, anvet evit ur bloavezh, en demokratelezh Aten en Henamzer evit diwall kontoù ar stad. Dek a veze anezho, unan evit pep meuriad, pe phyle.

O labour e oa resev an tailhoù ordinal, ingaliñ anezho etre rannoù ar velestradurezh. Derc'hel a raent rolloù an dleourien, merkañ a raent ar gwenneien paeet, ha diverkañ anvioù ar re a bae.

En 411 kent JK eo e voe krouet ar garg-se gant Kleistenes.