Kloastr

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kloastr iliz-chabistr e Santillana del Mar (Spagn)

Ar c'hloastr (liester : kloastroù) eo al lodenn eus un iliz-veur, un iliz-chabistr, ur abati, ur gouent pe ur manati hag a vez berzet da dud an diavaez, da lavaret eo ar c'hlozadur bevennet gant ur voger m'emañ al leaned o vevañ. Bez' e oa al lec'h a weled diouzhtu en ur guitaat iliz pe chapel al leandi (digor he nev d'an holl) met strishaet eo bet ster ar ger da envel al liorzh karrez ma 'z eus un trepas toet war e bevar c'hostez. Eno e vez kustum al leaned da bediñ en o-unan.

Er Grenamzer e oa bet savet kloastroù gant toennoù bolzet skoret war mogerioù ha kolonennoù hag ul liorzh en o c'hreiz. E mare an arkitektouriezh c'hotek e teuas ar c'holonennoù da vezañ moanoc'h pa'z ae ar rouedad mein a-us da waregoù an diardro da vezañ luzietoc'h.

Istor ar c'hloastroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En IXvet kantved, senedoù eskibien o doa lakaet da reolenn klozañ al lec'h ma veve chabistroù an ilizoù-meur. Ret e oa bodañ lojeiz ar chalonied tro-dro d'ul liorzh nes d'an iliz-veur. Pa zlee al leaned bevañ dindan ur reolenn ha mont d'ober lidoù asambles e oa ret dezho kousket er memes lec'h, en un ti evit ar re bennañ hag er salioù boutin, kouskva ha predva evit ar re all. Berzet e oa ar c'hloastr d'ar verc'hed.

War ar memes patrom e voe savet al leandioù, nemet e oa daou gloastr en abatioù, unan bras, tost d'an iliz evit an holl venec'h hag unan bihan evit an abad ha pennoù an abati.

Kloastr e-kichen iliz-veur Landreger.

Anvioù kumunioù Breizh gant kloastr enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]