Klann Taira
Neuz
Ar c'hlann Taira (japaneg : 平氏 Hei-shi, "an aotrou Taira") a oa ur c'hlann samouraied a-bouez en Istor Japan.
Taira a oa un anv klann hêrezhel roet gant impalaerien ar Marevezh Heian da dud a oa bet izili eus an tiegezh impalaerel pa oant deuet da vezañ sujet. Alies e reer Heishi eus ar c'hlann e japaneg, ger-ha-ger "Taira klann", pe Heike 平家 "Tiegezh Taira", oc'h ober gant doareoù lenn an arouezioù onyomiek hei.
Ar c'hlann Taira a oa unan eus ar pevar c'hlann bras a oa e penn ar politikerezh e Japan e-pad ar Marevezh Heian (794-1185). Ar re all a oa ar c'hlann Fujiwara, ar c'hlann Tachibana hag ar c'hlan Minamoto.