Killer's Kiss
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Killer's Kiss (Pok al Lazher e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1955.
Eil film hir Kubrick eo Killer's Kiss, da-heul Fear and Desire (1953).
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Film du,
- Skoazeller-sevener : Ernest Nukanen,
- Senario : Stanley Kubrick ha Howard Sackler,
- Kevredad produiñ : Minotaur Productions,
- Produourien : Stanley Kubrick ha Morris Bousel,
- Rener produiñ : Ira Marvin,
- Kevredad dasparzhañ : United Artists,
- Rener ar skeudenniñ : Stanley Kubrick,
- Ijinourien ar son : Walter Ruckersberg ha Clifford van Praag,
- Aozer ar sonerezh orin : Gerald Fried,
- Frammer : Stanley Kubrick,
- Korollour : David Vaughan,
- Prantad filmañ : 1953,
- Lec'hioù filmañ : New York (SUA),
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1955 : 21 a viz Gwengolo (New York), 1añ a viz Here ( Stadoù-Unanet),
- 1956 : 23 a viz Meurzh ( Belgia),
- 1958 : 12 a viz Kerzu (Der Tiger von New York Alamagn),
- 1959 : miz Gouere (da-geñver Festival del film Locarno[1] Suis),
- 1960 : 17 a viz Gwengolo ( Japan),
- 1962 : 13 a viz Mezheven (Le baiser du tueur Bro-C'hall),
- 1976 : 3 a viz Gwengolo (Kohtalokas suudelma (skinwel) Finland),
- 2008 : 22 a viz C'hwevrer ( Rouantelezh-Unanet).
- Padelezh : 67'.
E-kerzh ar film e c'heller klevet ur ganaouenn Once an titl anezhi : savet e voe gant Arden E. Clar ha Norman Gimbel.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vont da gemer perzh d'an emgann hag a vo pouezus-kenañ evit e vicher da zont ez a Davy Gordon, bokser anezhañ, e-biou da c'hGloria Price. Emañ ar plac'h-mañ — "taxi-girl" en un ti-dañs — o chom er ranndi a-dal da hini Gordon. Sellout a ra-hi ouzh ar c'hrogad, a-gevret gant he fatrom, Vincent Rapallo. Siwazh da Zavy ez eo kaset da bokat da leur ar ring kenkent hag an eil adkrog. N'emañ ket gwelloc'h ar jeu gant Gloria bet diarbennet Rapallo ganti en un doare rust. Distroet d'ar gêr e kav Davy Gordon ur bedadenn kaset gant e eontr a ginnig dezhañ dont d'e "ranch" e Seattle da ziskuizhañ goude e c'hwitadenn. E-pad an nozvezh ez eo dihunet gant skrijadennoù e amezegez Gloria eo deuet Rapallo d'he hegasiñ betek he ranndi. Kaset eo kuit an difeson gant ar bokser hag an darvoud-mañ a ra da c'hGordon liammañ daremperedoù nesoc'h ouzh Gloria. Ma reont o mennozh dimeziñ ha kuitaat New York. Ne vez ket ken aes-se troc'hañ kuit diouzh an tremened : diaes eo d'an daou zen adtapout o arc'hant pa ve digant Albert, alier Davy pe Rapallo. Hemañ a ya betek tapout Davy Gordon e-barzh un afer dorfedel...
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frank Silvera (e eil film a-gevret gant Kubrick) : Vincent Rapallo,
- Jamie Smith : Davy Gordon,
- Irene Kane : Gloria Price,
- Jerry Jarrett : Albert, aozer an emgann,
- Mike Dana : ur gangster,
- Felice Orlandi : ur gangster,
- Shaun O'Brien : ,
- Ralph Roberts : ur gangster,
- Phil Stevenson : ur gangster,
- Skippy Adelman : perc'henn al labouradeg jakoù,
- David Vaughan : ur c'hendalc'had,
- Alec Rubin : ur c'hendalc'had,
- Ruth Sobotka[2] : ar gorollerez Iris,
- Barbara Brand, Arthur Feldman, Bill Funaro, Shaun O'Brien.