Mont d’an endalc’had

Kig mamout da goan

Eus Wikipedia

Kig mamout da goan eo anv brezhonek al levr gallek Le sandwich de mammouth skrivet gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Lionel Le Néouanig, hag a oa bet embannet e galleg e 2001. Lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Sav-Heol e 2012. Ouzhpenn al levr da brenañ war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg, e kaver un enrolladenn anezhañ da selaou ha da bellgargañ. Ar c'hentañ levr eo eus un heuliad tri en holl.

Embannet eo e brezhoneg gant an ti-embann Sav-Heol, en dastumad Bidoc'hig.

Ran zo aet skuizh. Skuizh o klevout goapaerezh ar re vras peogwir eo bihan. TRAWALC’H ! Neuze en deus graet e soñj: mont da dapout ur mamout. Ur pezh pikol mamout... Ha gant hennezh e vo debret kig da goan ! En amzer ar ragistor e tremen an istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant ur bern skeudennoù. Ar skrid a zo skrivet bras evit ar vugale. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù golo al levr.

Levrioù all en heuliad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]