Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976 | |||
Kampion ar vlenierien: James Hunt Kampion ar saverien: McLaren-Ford | |||
A-raok: | 1975 | War-lerc'h: | 1977 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976 a oa bet gounezet gant ar blenier saoz James Hunt gant McLaren-Ford. Aet maout ar saverien gant Ferrari.
Reolennoù sportel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roet e vez ar poentoù hervez ar feurbriz 9, 6, 4, 3, 2, 1.
- Nemet 7 gwellañ disoc'h an 8 abadenn kentañ ha 7 gwellañ disoc'h an 8 abadenn diwezhañ ne vez miret evit ober ar renkadur.
Reolennoù teknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kefluskerioù aergelc'h : 3000 cm³.
- Kefluskerioù turbo : 1500 cm³.
Blenierien ha kirri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merket a oa bet an etre-mareoù gant disparti Emerson Fittipaldi eus McLaren da Gopersucar-Fittipaldi, krouet ar bloavezh a-raok gant breur Emerson, Wilson. Erlec'hiet eo bet ar brazilian gant James Hunt. Dont a ra ar souezhenn eus Tyrrell a grou ur c'harr gant 6 rod : 4 rodig-ren dirak ha 2 rod glasel a-dreñv). Anvet Tyrrell P34, lesanvet ar 6 rod, krog eo ar Formulenn 1 ganti e Priz Bras Bro-Spagn.
Diverradenn kevezadeg 1976
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust daou blas pol James Hunt gant McLaren-Ford e c'hounez Niki Lauda gant Ferrari an daou redadeg kentañ e Brazil hag e Suafrika, pa c'hounez Clay Regazzoni e Long Beach. Kastizet eo bet Hunt e Bro-Spagn daoust ma en deus gounezet, ar pezh a ro an trec'h da Lauda, a c'hounez c'hoaz e Belgia hag e Monako, ar pezh a ra 5 trec'h e 6 redadeg.
E Sveden a c'hounez an Tyrrell P34 gant 6 rod, Scheckter dirak Depailler, an daou vlenier Tyrrell dirak Lauda a ren ar gevezadeg, 32 poent dirak Scheckter.
E Bro-C'hall ez eus un dro-gorn er gevezadeg peogwir a ya ar maout gant James Hunt, ha peogwir ar FIA a freuz kastiz komiserien Bro-Spagn ha reiñ a ra trec'h Priz Bras Bro-Spagn da Hunt en dro. Chom a ra Lauda e penn ar gevezadeg, 52 poent, dirak Hunt, 26 poent. Gounit a ra c'hoazh Hunt e Brand Hatch, e Priz Bras Breizh-Veur, daoust ma zo gwelet iskis an trec'h-se peogwir a zo aet Hunt en dro war an troiad en un doare direizh.
Pa erru ar Formulennoù 1 en Alamagn emañ Lauda 23 poent. Redet e vez Priz Bras Alamagn war an Nürburgring, un troiad spontus a bad 22 kilometr, strizh, bosigernet ha gant ur savete a lakaat an dud da gaozeal. Koll a ra Lauda kontrol e garr e-pad ar redadeg, o koll e dok-houarn, pa flamm e garr. Saveteet eo bet Lauda gant kalon ar vlenierien-all Brett Lunger, Arturo Merzario, Harald Ertl ha Guy Edwards). Devet eo Lauda war e dremm hag enanalet en deus aezhioù pistri. Galvet eo bet ur person evit nouenniñ Lauda. Gounit a ra James Hunt ar Priz Bras.
Div sizhun war-lec'h eo diank ar Scuderia Ferrari en Aostria. Hunt a echu ar redadeg 4 pa c'hounez ar barvek John Watson war Penske. Pariet en deus Watson gant e rener ne vije bet troc'het e varv nemet goude e drec'h kentañ gant Penske. En Izelvroioù a ya ar maout gant James Hunt, pa zo diank Lauda c'hoazh.
Ober a ra Lauda e distro e Monza, 6 sizhun goude e gwallzarvoud spontus, o souezhañ ar re a labour e Formulenn 1, e implijer ivez. Gopraet a oa bet gant Ferrari Carlos Reutemann, faezhet gant e Vrabham-Alfa Romeo, evit erlec'hiañ Lauda. Neuze eo bet enrollet tri Ferrari en Italia. Adkemer a ra Lauda (o echuiñ 4) 3 foent da Hunt a zilezel goude bezañ krog e foñs ar gael. Un nebeud deiziadoù war-lec'h eo bet kastizet evit e fazi e Breizh-Veur. 17 poent dirak Hunt emañ Lauda goude Priz Bras Italia.
Dilezel a ra Lauda Priz Bras Kanada pa c'hounez Hunt, a gemer ar maout e-pad Priz Bras Stadoù-Unanet ar Reter, Lauda o echuiñ 3. 3 foent war-lec'h Lauda emañ Hunt.
Ar Priz Bras diwezhañ a zo redet e Bro-Japan e Menez Fuji, a zegemer evit ar wech kentañ un abadenn Formulenn 1. Spontus eo an amzer, oc'h ober glav kalet-tre. Dilezel a ra e-unan Niki Lauda e-pad an eil dro o reiñ an titl da James Hunt. Bras eo an fourgas, memes evit Hunt a zo tost da goll pep tra gant dic'hwez e vandenn-rod, met deuet eo da vat a-benn ar fin da vont betek an zonedigezh en trede blas. O krediñ en doa kollet an titl a zo tost Hunt da skeiñ e rener sportel Teddy Meyer en doa c'hoant da c'hourc'hemenn anezhañ.
Prizioù Bras ar bloavezh 1976
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renkadur ar vlenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renkadur | Blenier | Bro | Karr | Poentoù |
---|---|---|---|---|
1añ | James Hunt | Rouantelezh-Unanet | McLaren-Ford | 69 |
2l | Niki Lauda | Aostria | Ferrari | 68 |
3 | Jody Scheckter | Suafrika | Tyrrell-Ford | 49 |
4 | Patrick Depailler | Bro-C'hall | Tyrrell-Ford | 39 |
5vet | Clay Regazzoni | Suis | Ferrari | 31 |
6vet | Mario Andretti | Stadoù-Unanet | Parnelli-Ford ha Lotus-Ford | 22 |
7vet | John Watson | Rouantelezh-Unanet | Penske-Ford | 20 |
8vet | Jacques Laffite | Bro-C'hall | Ligier-Matra | 20 |
9vet | Jochen Mass | Alamagn | McLaren-Ford | 19 |
10vet | Gunnar Nilsson | Sveden | Lotus-Ford | 11 |
11vet | Ronnie Peterson | Sveden | March-Ford | 10 |
12vet | Tom Pryce | Kembre | Shadow-Ford | 10 |
13vet | Hans-Joachim Stuck | Alamagn | March-Ford | 8 |
14vet | Carlos Pace | Brazil | Brabham-Alfa Romeo | 7 |
15vet | Alan Jones | Aostralia | Surtees-Ford | 7 |
16vet | Carlos Reutemann | Arc'hantina | Brabham-Alfa Romeo | 3 |
17vet | Emerson Fittipaldi | Brazil | Copersucar-Ford | 3 |
18vet | Chris Amon | Zeland-Nevez | Ensign-Ford | 2 |
19vet | Rolf Stommelen | Alamagn | Brabham-Alfa Romeo | 1 |
20vet | Vittorio Brambilla | Italia | March-Ford | 1 |
Renkadur ar saverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Nemet 7 gwellañ disoc'h an 8 redadeg kentañ ha 7 gwellañ disoc'h an 8 redadeg diwezhañ n'eo bet miret evit ar gevezadeg. An niverennoù hep krommell a zo poentoù ar gevezadeg, an niverennoù etre krommelloù a zo hollad ar skoroù.
- ↑ Implijet e vez ar bandennoù-rod Bridgestone evit ar wech kentañ e F1 e-pad Priz Bras Bro-Japan
Da welout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar film Rush, graet gant Ron Howard, a gont ar bloavezh 1976 e Formulenn 1.
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|