Kersti Kaljulaid
Neuz
Kersti Kaljulaid
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Estonia |
| Anv e yezh-vamm an den | Kersti Kaljulaid |
| Anv-bihan | Kersti |
| Anv-familh | Kaljulaid |
| Deiziad ganedigezh | 30 Kzu 1969 |
| Lec'h ganedigezh | Tartu |
| Breur pe c'hoar | Raimond Kaljulaid |
| Pried | Georgi-Rene Maksimovski |
| Bugel | Silja Märdla |
| Yezh vamm | estoneg |
| Tachenn labour | politiker, ekonomour |
| Implijer | Hansabank Group, University of Tartu |
| Karg | President of Estonia |
| Bet war ar studi e | University of Tartu, Tallinn Mustamäe Gymnasium |
| Lec'h labour | Tartu, Tallinn |
| Strollad politikel | talvoud ebet |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2016 Estonian presidential election |
| Relijion pe kredenn | Luteriegezh |
| Perzhiad e | FII 5th Edition in Riyadh, CyberSec 2022 |
| Ezel eus | European Court of Auditors |
| Lec'hienn ofisiel | https://kerstikaljulaid.ee |


Kersti Kaljulaid, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1969 e Tartu, zo ur bolitikourez eus Estonia. Dilennet e oa bet da bempvet prezidant Estonia d'an 3 a viz Here 2016, a-raok kemer he c'harg d'an 10 a viz Here da-heul.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1987 e oa bet tapet un diplom ganti el lise Mustamäe e Tallinn. E-pad he studioù e oa ezel eus ar gevredigezh skiantoù, studiañ a rae al laboused dre an evnoniezh. Ezel e oa bet eus ar gevredigezh Filiae Patriae abaoe 1990. Daou vloaz war-lec'h e oa bet tapet ganti ur master bevoniezh e skol-veur Tartu.