Filiae Patriae

Eus Wikipedia
Ul lid gant Filiae Patriae e 2014

Filiae Patriae Sorority pe korp! Filiae Patriae, berraet e C!FP a zo ur genvreuriezh studierezed savet d'ar 27 a viz Here 1920 en Estonia e skol-veur Tartu. Pa voe aloubet ar vro gant URSS e voe roet lamm d'ar genvreuriezh. An izili tec'het d'ar C'hornôg a grouas skourroù e Kanada, SUA, Sveden, Aostralia, betek Brazil. Ar re chomet en Estonia a gendalc'has gant ar genvreuriezh met en un doare kuzh. Gant sikour izili ar bed holl, 14 ezel, merc'hed anezho, a oa o studiañ e skol-veur Tartu a adsavas ar C!FP e 1989, tost da zaou vloaz a-raok ma voe rentet he dishualded da Estonia.

Palioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lies eo palioù an aozadur : lakaat war-raok ar vrogarouriezh, ar c'hengred etre an izili, an desevel, ar fed da vezañ maouez penn-kil-ha-troad.

Izili brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.