Mont d’an endalc’had

Ceres (1912-45)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Keres (1912-45))
Timbr Portugal 1912

Keres (Ceres e portugaleg) eo anv doueez henroman ar mediñ hag an eostiñ. Danvez ur rummad timbroù boutin a voe embannet e Portugal hag en e drevadennoù etre 1912 ha 1945 eo ivez.

Goude an taol-dispac'h a c'hoarvezas e 1910 e tec'has kuit ar roue Manuel II hag e voe disklêriet ar Republik. E-pad an daou vloaz kentañ e veze dreistmoullet timbroù warno poltred ar roue gant ar ger REPUBLICA (Republik). E 1912 avat e voe goulennet ouzh Constantino de Sobral Fernandes tresañ patrom un timbr nevez, gant skeudenn an doueez Keres en he sav, he selloù paret dirazi, ur falz en he dorn. Engravet e voe an timbr gant José Sérgio de Carvalho e Silva, hag embannet dre dipografiezh gant Casa da Moeda, an ensavadur ofisiel a embann timbroù ha bilhedoù e Portugal.

REPUBLICA PORTUGUESA a oa skrivet a-us an dudenn ha CORREIO (Postoù) a-is.

Meur a wech ez eo bet adembannet ar rummad Ceres : etre 1917 ha 1924 gant prizioù ha livioù nevez, e 1923-24 gant dentoù bihanoc'h, e 1924-26 c'hoazh... E 1926 e voe moullet ur rummad 24 zimbr e Londrez, dre litografiezh, gant an embregerezh Thomas de la Rue. Ar wech kentañ eo ne weler mui anvioù an tresour na hini an engravour e traoñ an timbroù.

E 1929 e voe dreistmoullet un toullad timbroù moullet etre 1912 ha 1925 gant ar meneg Revalidado ("peurwiriekaet").

E 1930 e voe adkempennet an dresadenn orin gant Arnoldo Fragoso : sklaeroc'h, resisoc'h eo an timbroù.

Divoneizet eo bet an timbroù Ceres d'an 30 a viz Gwengolo 1945. Ar rummad timbroù Karavelenn a voe implijet a-neuze.

Timbr Angola 1924
Timbr Kab Glas
Timbr 1932

E trevadenoù Portugal ez eus bet implijet ur rummad timbroù Ceres heñvel, war-bouez ar ger CORREIO a oa bet tennet. En e lec'h un hirgarrezenn wenn evit moullañ enni anv an tiriad dindan dalc'h Portugaliz. Implijet int bet en Angola, Kab Glas, Ginea Portugal, Makao, Mozambik ha tiriadoù Tete ha Lourenço Marques, São Tomé ha Príncipe, Timor ar Reter.

Modernaet eo bet ar stumm kozh e 1933 ivez : PORTUGAL CORREIO a lenner en nec'h hag anv an drevadenn en traoñ, gant lizherennoù gwenn.

Timbr an Azorez

En Azorez avat e voe dreistmoullet AÇORES war dimbroù boutin Portugal.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]