Mont d’an endalc’had

Anv-bihan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kentanv)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Graet e vez anv-bihan (liester : anvioù-bihan ; gerioù all : kentanv ha raganv) eus un anv a dalvez da anavezadenniñ un hinienn ha dreist-holl evit gallout e ziforc'hañ diouzh izili all e familh, gante an hevelep anv-familh.

Disheñvel eo an anvioù-bihan diouzh an anvioù-familh dre ma vezont dibabet ha roet a-ratozh da bep hini kentoc'h evit o c'haout da hêrezh.

Peurliesañ e vez implijet an anvioù-bihan e degouezhioù anfurmel p'en em anavezer mat pa vez implijet an anvioù-familh kentoc'h e degouezhioù furmeloc'h. Ledan eo implij an anvioù-bihan er c'humuniezhioù klos evel kêriadennoù, kêrioù bihan, metoù micherel, kumuniezhoù tud a-youl-vat ha tud yaouank. Ledanoc'h e vez implij an anvioù-bihan e broioù 'zo evel SUA p'o deus kroget an dud da vont e darempred dre hanterouriezh un den all, da skouer.

Un implij ledanoc'h en deus an termen "anv-bihan" evit an termen strishoc'h e ster "anv-badez" liammet ouzh ar gristeniezh.

Hervez hengoun an darn vrasañ eus sevenadurioù Kornôg Europa e vez lakaet an anv-bihan dirak an anv-familh hag abalamour da se e reer gant "kentanv" pe "raganv" aliesik ivez. Hervez boazioù sevenadurioù ha broioù all avat, en o zouez Hungaria en Europa hag an darn vrasañ eus broioù Azia, e lakaer an anv-familh dirak an anv-bihan, evel e Japan, e Sina, e Korea hag e Viet-Nam da skouer.

Kentanv[1] a vez graet ivez eus an anv skiantel kentañ a roer d'un takson p'er krouer. Da skouer, Picus mixtus[2] a voe ar c'hentanv roet, e 1783, gant an evnoniour izelvroat Pieter Boddaert (1733-1795) d'ar spesad evned a anavezer evel Veniliornis mixtus hiziv an deiz.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  2. AnimalBase.