Kenneth
Neuz
Kenneth zo un anv-badez saoznek a orin gouezelek. Ken ha Kenny zo berrstummoù.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doare saoznekaet daou anv gouezelek disheñvel eo : Cainnech ha Cináed, tost o ster avat. Deveret eo an anv eus ul lesanv hag a dalv "kaer"[1], "karantek".[2]
Eil lodenn an anv Cinaed a zeu eus ar ger keltiek *aidhu, da lavaret eo "tan",[3] pe eus ar ger predenek jʉ:ð hag a dalv "aotrou".[4]
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ciniod mac Artcois, roue mojennel ar Bikted
- Cainnech Aghaboe (515/16–600), Sant Canice pe Sant Kenneth, ganet e Norzhiwerzhon, diskibl Sant Finnian ha Sant Kadog e Bro-Gembre, diazezer manati Agahanoe ha marteze hini Kilkenny en Iwerzhon, saver meur a iliz e Bro-Skos
- Sant Cenydd pe Sant Kenneth Bro-Gembre (un den disheñvel)
- Kenneth E. Stager (1915-2009), evnoniour stadunanat
- Kenneth H. Jackson (1909-1991), yezhoniour saoz
- Ken Loach (g. e 1936), filmaozer saoz
- Sir Kenneth Branagh (g. 1960), aktour, komedian ha sevener iwerzhonat ha breizhveurat
Rieien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kenneth Iañ, roue Bro-Skos eus 843 betek 858.
- Kenneth II, roue Bro-Skos eus 971 betek 995.
- Kenneth III, roue Bro-Skos eus 997 betek 1005.
- Cináed mac Írgalaig Roue Uhel Iwerzhon eus 724 betek 728
- Cináed mac Conaing, roue Brega eus 849 betek 851
Anvioù-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Inch Kenneth, un enezenn a-vaez da aodoù kornôg Enez Muile
- Quinéville, an elfenn gentañ a zeu eus Kined, da lavaret eo Cinaed
- Quinetot, ur gêriadenn eus kumun Carteret
- Kenneth, ur gêriadenn e Minnesota
- Kenneth City, ur gêr e Florida
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kar d'ar ger brezhonek ken, "kaer", "skedus" ; gwelit Devri / ken.1
- ↑ Hanks, Patrick; Hardcastle, Kate & Hodges, Flavia (2006), A dictionary of first names, Oxford Paperback Reference (2nd ed.), Oxford University Press, pp. 157–158, 343, 401, ISBN 978-0-19-861060-1
- ↑ Busse, Peter E. (2006), "Cinaed mac Ailpín", in Koch, John T., Celtic culture: a historical encyclopedia, ABC-CLIO, p. 438, ISBN 1-85109-445-8
- ↑ Approaching the Pictish language: historiography, early evidence and the question of Pritenic.