Mont d’an endalc’had

Kenkiz Sesini

Eus Wikipedia
Kenkiz Sesini
Ar C'henkiz gwelet eus al liorzh-diabarzh

Kenkiz Sesini (meneget alies e-giz "Kenkiz Susini") zo ur savadur maourek e stumm, lec'hiet e gorre-kêr Aljer. Goude bezañ bet koñsuldi Alamagn da vare an Nazied e voe ur greizenn-vac'hañ ma voe jahinet tud an FLN e-pad brezel Aljeria (1961-1962)[1].

An holl Aljerianed o doa aon rak ar genkiz-se peogwir e oa ar greizenn-jahinañ vrasañ en Aljer. Ul lec'h brav-kenañ eo p'er gweler eus an diavaez, met traoù euzhus zo c'hoarveze en diabarzh.
Ha hi perc'hennet gant ministrerezh aljerian an Deskadurezh bremañ e chom Kenkiz Sesini un dodenn diaes c'hoazh d'an Aljerianed.

Istor ar Genkiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-karter legionourien ar 1añ R.E.P. (1er Régiment Étranger de Parachutistes) e voe Kenkiz Sesini eus 1957 betek 1961.

Doareoù a bep seurt zo bet implijet evit jahinañ an dud gant ar soudarded c'hall, en o zouez :

  • ar gégène : un ostilh a veze implijet da lakaat rodoù da dreiñ evit reiñ taolioù-tredan d'aar gouzañvad ;
  • stagañ ouzh ur solier : staget e veze ilinoù an dud betek tagadur an organoù ;
  • devadennoù : devet e veze an dud gant bechadoù sigaretennoù pe gant ur flammer

... ha doareoù all ker spontus all.

Louisette Ighilahriz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Louisette Ighil Ahriz‎ a oa un emsavereza voe dastumet ha kaset di da vout jahinet[2],[3].

Ar Genkiz Susini (sic) ha kistion ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c'hall zoken a zo e kreiz ar romant Alje 57 , bet savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. SkyscraperCity
  2. Voir France 2, Envoyé spécial, 7 février 2002.
  3. nouvelobs.com, « Justice, Guerre d'Algérie : un viol en appel »