Mont d’an endalc’had

Kabell-touseg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kebell-touseg)
Ur bonedog saourus, mat da zebriñ.

Kabell-touseg pe tok-touseg[1] a reer er yezh-pobl eus « frouezh » berrbad ha gwelus ar foue, p' eo ar miseliom ar « gwrizioù » anezho. Korf ar frouezh-se zo graet alies gant un troad hag un tog, met kalz stummoù all a zo ivez. Kreskiñ a reont war an douar, a-wechoù dindanañ evel an truf da skouer, pe war ul lec'h all ma kavont o boued (koad hag all). Foueenn zo ur ger all a implijer er vevoniezh.

Al lodenn vrasañ eus ar c'hebell-touseg n'int ket dañjerus na "dedennus" da zebriñ, met lod anezho zo pistrius, marvus zoken, ha lod all o deus efedoù bredoberiant. Lod all c'hoazh zo mat da zebriñ ha klasket e vezont gant ar valeerien er c'hoadoù pe war ar maezioù evit bezañ keginet. Deuet omp a-benn da c'hounit un nebeud anezho : ar rozig hag ar shiitake da skouer.

Ar c'hebell-touseg n'int ket plant na loened. Al lavnennigoù a gaver dindan o zog a ra spor mikroskopek hag a sikour anezho d'en em strewiñ tro-dro dezho. Miliadoù a stummoù a gaver, a bep seurt mentoù ha livioù a zo e rouantelezh ar c'hebell-touseg, hag int kevrinus zoken evit kalzig a sevenadurioù kozh dre ar bed.

Ar c'hebell-touseg en asiedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur potiron, 37 sm treuzkiz, kavet e Provañs.

Klask zo war seurtoù kebell-trouseg zo evit bezañ debret : rozigoù ar pradoù, an truf, ar bonedogoù, ar c'hilogoù melen, trompilhoù an Ankoù, ar morukl, pe c'hoazh ar shiitake, ur tok-touseg eus ar Reter-pellañ.

Meuzioù brudet zo gant kebell-touseg : an tougoù-touseg giz Gres, ar soubenn gebell-touseg, ar feilhetez kebell-touseg, pe kig-bevin gant togoù-touseg end-eeun.

Ar c'hebell-touseg a zegas vitaminoù B, fosfor, zink ha potasiom d'o debrerien.

Ar c'hebell-touseg er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiez ar Schtoumpfed en ur park dudi e Moskov.

Alies er folklor e weler ar c'hebell-touseg gant korred. Gwechall en Europa, ne vezent ket gwelet er memes mod gant an holl bobloù : er sevenadurioù slav ha latin e vezent dastumet ha debret, met paz er sevenadurioù keltiek ha germanek.

En e romant Voyage au centre de la Terre e taolenn Jules Verne ur goadeg tokoù-touseg ramzel. Er vandenn-dreset Ar sterenn gevrinus e tle Tintin talañ ouzh tokoù-touseg ramzel ivez. E-barzh kebell-touseg bihan emañ ar Schtroumpfed o chom, e donder ar goadeg.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. anvioù al : boued-touseg, aval-touseg, geriadur Martial Ménard.