Schtroumpfed
Troioù kaer ar Schtroumpfed a zo ur vandenn-dreset belgiat gant an tresour Pierre Culliford (lesanvet Peyo). Kontañ a ra istor ur bobl faltaziek savet diwar tudennigoù bihan glas, o vevañ en ur geriadennig gollet en ul lec'h bennak en Europa.
Donedigezh ar ger "Schtroumpf"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Orin an anv a zeu eus ur pred e-lec'h m'en defe Peyo goulennet digant Franquin an holenn
(« passe-moi le... Schtroumpf ! »)
hag ar gaozeadenn en defe kendalc'het e yezh schtroumpf. Ret eo gouzout e vez distaget schtroumpf evel en alamaneg : strumpf. Talvezout a ra "loer". E saozneg e vez distaget "smurf" (a dalv "bonnet phrygien"). Met n'eus ger ofisiel ebet diwar an distagadur e brezhoneg !
Gwelet evit ar wech kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diskouezet e vez Schtroumpfed ar wech kentañ e 1958 er vandennad-dreset Johan et Pirlouit, "La flûte à six schtroumpfs". Ken plijet eo al lennpennadig amzer goude,Ar Schtroumpf Meur e bobl holl heñvel a grog da vezañ kemplusoc'h-kemplusañ ; gant donedigez ar Schtroumpf Lunedoù, farser, kigennek...
Doare tro ar bed evit ar Schtroumpfed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ezteorikel e tremen istorioù ar Schtroumpfed e kerzh ar grennamzer. Pep schtroumpf zo tro-dro 100 vloaz, nemet Ar Schtroumpf Meur a zo 542 vloaz. Ar bobl-se a vev en ur geriadennig e-kreiz ur c'hoad anvet "ar Vro Daonet" (le Pays Maudit). Diaes eo da lec'hiañ war ur gartenn, met en Europa emañ.
E-keñver o denheñvelegezh e vefe tu reiñ ul lezenn dek gant ar Schtroumpfed. Dek gwezh bihanoc'h int, met bevañ a reont dek gwezh kosoc'h. "Genel" a ra ur schtroumpf e-pad an noz pa vez al Loar leun ha glas. Aze e vez degaset an nevez ganet gant ur c'hwibon. Ar Schroumpfette ha Sasette (an div blac'h schtroumpf nemete e bed Payo), a zo un degouezh ispisial rak krouet int bet gant Gargamel.
Ar sorser Gargamel hag e gazh Azraël eo daou enebour pennañ ar Schtroumpfed. Gargamel en deus c'hoant da implij ar Schtroumpfed evit krouiñ maen ar furien, hag Azraël,en deus c'hoant debriñ anezho...
Boued karet ar Schtroumpfed : ar salsepareille (ganti stumm un delienn vras —evit ur schtroumpf d'an nebeutañ—). Bevañ a reont e tiez stumm kebell-touseg anezhe.
N'eus ket a lezennoù moral evit ar Schtroumpfed, un talvoud doujañs ha eneel nemetken. Gwezhioù 'zo e klaskont tostaat ouzh sistemoù bevañ an dud, met atav e sav kudennoù, hag adkouezañ a reont war o zreid gant ar bilañs eo kalz gwelloc'h hepto.
Ar yezh Schtroumpf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar schtroumpfeg vez komzet en un doare disheñvel gant "Schtroumpfed an Norzh" ha "Schtroumpfed ar Su". Unan a lâr evit "tire-bouchon" ur "schtroumpf-bouchon", hag ar re all un "tire-bouschtroumpf". Met ar gudenn a c'hoarvez nemet en un nebeud degouezhioù ; mod-all e vez cheñchet ar verboù da "schtroumpfañ" (schtroumpfer), hag an anvioù da "schtroumpf".
Un nebeud Schtroumpfed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Schtroumpf Meur, ar Schtroumpf gant Lunedoù, ar Schtroumpf Gnap Gnap, ar Schtroumpf Nij, ar Schtroumpf Strak, ar Schtroumpf Chaker, ar Schtroumpf Kigennek, ar schtroumpf Farser, ar Schtroumpf Lipous, ar Schtroumpf Lezirek, ar Schtroumpf Sonour, ar Schtroumpfette, ar Schtroumpf Paizant...
An albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1- Les Schtroumpfs Noirs ("Ar Schtroumpfed Du" e brezhoneg)
- 2- Le Schtroumpfissime
- 3- La Schtroumpfette ("Ar Schtroumpfette")
- 4- L'Oeuf et les Schtroumpfs ("Ar Vi hag ar Schtroumpfed")
- 5- Ar Schtroumpfed hag an Torrakoag (albom troet e brezhoneg)
- 6- Le Cosmoschtroumpf
- 7- L'Apprenti Schtroumpf
- 8- Histoires de Schtroumpfs
- 9- Schtroumpf Vert et Vert Schtroumpf
- 10- La Soupe aux Schtroumpfs
- 11- Ar Schtroumpfoù Olimpek (albom troet e brezhoneg)
- 12- Le Bébé Schtroumpf
- 13- Les P'tits Schtroumpfs
- 14- L'aéroschtroumpf