Kastell Sigmaringen

Eus Wikipedia
Kastell Sigmaringen dreist an Danav, gwelet eus ar gwalarn

Kastell Sigmaringen (Schloss Sigmaringen en alamaneg) zo ur c'hastell e kêr Sigmaringen, e kreisteiz Alamagn, e stad Baden-Württemberg. War lez ar stêr Danav emañ, dreist kêr, e korn-bro Alpoù Swabia.

Savet e voe ar c'hastell kentañ en XIvet kantved. Nevezet ha brasaet e voe er XVvet kantved. Meur a wech e voe devet e-pad e istor, ar wech diwezhañ e 1893. Adsavet e voe goude, ha bremañ n'eus nemet an tourioù a chom eus ar c'hastell-kreñv kentañ. Ennañ e voe diazezet pennoù an tiegezh Hohenzollern-Sigmaringen, konted da gentañ ha priñsed goude-se. Ur skourr eus an tiegezh Hohenzollern eo, tiegezh rouaned Prusia hag impalaerien Alamagn.

E dibenn an Eil Brezel-bed e voe Kastell Sigmaringen ul lec'h repu evit pennoù bras gouarnamant Vichy pa oa bet dieubet Bro-C'hall gant ar Gevredidi.

Perc'hennet eo ar c'hastell gant diskennidi an tiegezh Hohenzollern c'hoazh. Gweladenniñ anezhañ a c'haller a-hed ar bloaz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.